>>> <<<


Levr-bourzh ar Merc,her 29 a viz Meurzh 2000

Lec¹hiadur Jo da 9:15 (eur Pariz) : 48°30' S ha 144°40' W

Deiz-ha-bloaz laouen, Jo!


Hiziv, d’an deiz ma pak hor roeñver digenvez e 53 vloaz, eo aet kuit al lestr-apotikerezh, anvet Pallisser Bay, eus Porzh Chalmers e Zeland Nevez evit mont da skoazellañ anezhañ.

Spi en deus ar c’habiten Smith, mestr al lestr, tizhout keepitblue.net a-benn 5 deiz ha degas 2 bakad dilhad fresk ha louzoù da Jo. Kalon a vo degaset dezhañ, hep mar ebet, gant ar c’heloù-se.

Ouzphenn-se, emañ Jo o roeñvat dindan un amzer vrav a-walc’h, avelioù yac’h zo ha nebeut a strafuilh zo gant ar mor. Se a zlefe padout 2 pe 3 devezh c’hoazh. 30 milmor zo bet redet gantañ e-korf 24 eurvezh.. Gallout a ra chomp hep strivañ re dre ma n’emañ ket mui o vont diwar dizh ha dre ma’z eo siouloc’h ar mor.

Trugarekaat a ra Skipailh keepitblue ar gompagnunezh CEO, an ao. Berndsen, perc’henn Palliser Bay, hag an holl voraerien a ya d’ober skipailh al lestr.

Na chomit ket da dortañ ha hetit deiz-ha-bloaz Jo war al levr-aour !

’benn warc’hoazh.