Porzh loc'hañ : Wellington 42° ledred su / 175° hedred reter Kab Horn : 56° ledred su / 67° hedred kornôg Daoust dezhi c'hoarvezet e-pad an hañv kreisteizel, e vo e-tro 5° C gwrezverk an aer hag an dour e-kerzh an darn vrasañ eus an dreizhadenn. An avelioù etre a vo o nerzh etre 5 ha 7. Un dreizhadenn nerzhusik gant houl ha gwagennoù bet stummet gant an avelioù. Er c'hornadoù-se e vez graet tro an Douar gant an houl hag an avel hep kaout skoilh ebet dirazo war-bouez Douar ha Tan. Analañ hir a reer. Skozellet e vo Jo ar Gwenn gant Pierre Lasnier hag e skipailh eus ar gevredigezh Météomer, staliet e Puget-sur-Argens (83). Ur c'hevredad prevez eo Météomer (http://www.meteomer.fr) a bourchas rakweladoù amzer resis-tre da c'hreantourien o labourat er bed a-bezh. Gant plijadur ha youl eo bet hentet ar voraerien vrasañ gant Pierre hag e skipailh pa oant oc'h ober transatoù pe troioù ar bed. Pa gomzas Jo gant Pierre evit ar wezh kentañ a-zivout an dreizhadenn en doa graet a-dreuz ar meurvor Habask, e lavaras Pierre dezhañ : "Heuliet e vo naoz ar stêr." Su ar meurvor Habask zo 9000 km hirder, 3000 km ledander ha 4 km donder, a c'heller ober ur stêr anezhañ. Heuliet e vo naoz ar stêr gant Pierre, keep it blue ha Jo eta.
06.00
dihuniñ 11.50-14.00 merenn 14.00
- 15.00 roeñvat 3 m hirder eo ar roeñvoù. Eus penn a-raok betek penn a-dreñv ar vag e tiblas Jo war un azezenn staget war div votez-roller, hag azezet eo war un dorchenn gant gel 2.5 cm tevder. Kas a ra Jo gantañ tri rumm roeñvoù, 6 toled, 2 azezenn, 8 rod ouzhpenn.
2
borbant-eouliet
Ma ne gousker ket, ne roeñvor ket an deiz war-lerc'h. Ma ne gousker ket ha ma roeñver an deiz war-lerc'h memes tra, e kouezher. Ret
eo bezañ reizh e vuhez pa vezer o roeñvat 8 eurvezh
bemdez. Gant
ar yenijenn c'hleb ez eo gwelloc'h kousket en noazh en e sac'h-kousket.
Ar pezh zo diaes, ez eo mont ennañ ; mont er-maez zo ken diaes
all. Kaset-degaset e vez ar vag pa gousk Jo ; ha hi kaset, luskellet, troc'holiet (trawalc'h !!!) gant an avel hag ar mor.
Dour, evit fardañ ar soubenn, ar c'hafe, an te, hag ar meuzioù yegrinet. C Ar gegin un tommerig a ya d'hec'h ober, hag eñ biñset war ur voutailhad c'haz a ro tu da dommañ dour e-pad war-dro 35 devezh. Stock a-raok loc'hañ : 5 boutailhad.
Pa vez graet seurt treizhadennoù, e vez kollet e c'hoant-debriñ naturel gant an den. Beveziñ 6000 kaloriad bemdez zo diaes d'ober e-pad pell. Bemdez : 5 pred pennañ, 4 fred ouzhpenn, 1 litrad soubenn, 1 litrad te, 125 g toaz alamandez, 200 g datez. 06.00
dihuniñ - muesli / riz dre laezh 11.50-14.00
merenn 1 saladenn (legumaj, pesked), 1 meuz yegrinet / 14.00
- 15.00 roeñvat Koan 1 saladenn (legumaj / pesked), 1 meuz yegrinet / 1 sac'had riz dre laezh
disec'hañ un danvez bevel dre wered ar gouryenaat (-80°C) eo yegrinañ. Ar pezh a chom eus ar boued zo heñvel ouzh ur poultr gwenn a vez pakataet e seier didreuzus. Tennañ a ra d'ar soubenn e sac'had. Trawalc'h eo tommañ dour, e veskañ gant ar poultr, lezel da werediñ e-pad 3 pe 4 munutenn hag ur meuz eo hag a zegasfe reuz ma vefe servijet en ur preti ; war un vag dre roeñv avat e teu da vezañ ur meuz lipous na vefe ket laosket takenn ebet anezhañ. 5 sac'had boued yegrinet a vez debret gant Jo bemdez : -
1 sac'had muesli,
Bemdez
:
Evit
tennañ an holen eus ar 4 pe 5 litrad dour ret evit bastañ
d'e ezhommoù e vez implijet un disallerez dour tredan gant
Jo.
-
ur pellgomzer iridiom a ro tu da dreuzkas ar vouezh. -
Ur standard C : luc'hskeudennoù izelzespizadur, skeudennoù
digemm ar webcam. Kavet e vez e bourzh keep it blue ivez : -
ur valizenn argos o treuzkas bemdez lec'hiadur ar vag. -
ur valizenn argoll zo distegnet ma c'hoarvez kudennoù gredus. -
Ur radio VHF hag a ro tu d'al listri da vont e darempred an eil re
gant ar re all war-hed un dek kilometrad bennak. Ne daol ket pell
ar VHF diouzh ur vag-dre-roeñv o vezañ m'emañ-hi
izel-tre war ar mor.
*
gant baterioù ar bourzh *gant
o baterioù dezho o-unan, zo adkarget diwar podoù-tredan
ar bourzh, Aveet
eo keep it blue gant daou vateri 12 volt / 135 amper Ar rodoù-avel a ya en-dro noz-deiz pa vez avel ; un dra na c'hwit morse e Su ar meurvor Habask.
Treuzkaset e vez al luc'hskeudennoù eus ul luc'hskeudennerez niverel war gantenn galet an urzhiataer, gwasket ha saveteet war ur garitell zip. Homañ ziwezhañ, hi ivez, a vo saveteet war ur garitell zip all. Tu a vo da dreuzkas luc'hskeudennoù izelzespizadur dre ar pellgomz. Filmet
eo bet ar skeudennoù war-bouez ur c'hamera niverel 16/9 e furmad,
ha boniet int war kasedigoù niverel a bad 1 eurvezh. N'eus
ket tu da saveteiñ. Gant ur c'hamera webcam e vo aveet an urzhiataer da skignañ luc'hskeudennoù digemm war al lec'hienn Web war-bouez ar standard C. A-raok kaout ur pennad-kaoz dre bellgomz, e c'hello Jo tennañ ul luc'hskeudenn anezhañ e-unan gant ar webcam, treuzkas luc'hskeudenn e zremm war-bouez ar standard C ha dres goude pellgomz war-bouez an iridiom. War-eeun e vez treuzkaset ar son, derenet ur pennadig e vez ar skeudenn.
An urzhiataer a ro tu da Jo da zivizout ivez gant un ardivink "krenn" a-walc'h tra m' emañ o vevañ er ur bed divent : an dremmwel, bolz an neñv, an egor, an amzer...
-
diouzh ar mintin a-raok kregiñ da roeñvat Na zisoñjomp ket, e-pad an c'hwezek eurvezh ma n'emañ ket Jo o roeñvat e vez kaset-degaset ar vag amañ-hag-ahont gant an avel hag ar mor. Pouezus-tre eo gouzout penaos ez a ar vag gant an avel ha red ar mor eta. Jedet e vez lec'hiadurioù ar vag gant ur GPS, un ardivink bihan 200 g a zegemer arhentoù meur a loarell. Jediñ a ra ul lec'hiadur resis war-bouez ur c'hant metr bennak, ur resisadur mat-tre eo pa vezer er mor don. Galoupet e vez gant ar vag 50 miltir bemdez, bep miltir a ya 1852 metrad d'e ober. Perak 1852 metrad ? Ur sferenn a heuilh he zro un hedredenn 40009 kilometrad eo an douar. 40
009 / 360 = 111.136 kilometrad = hirded un derez. 1852 metrad eo an hirder dave, dre emglev.
Kudennoù kroc'hen a c'hell bezañ, da gentañ, a-hed un dreizhadenn. Mat e ya gant an daouarn. Klogorennañ a ra buan ho taouarn da gentañ. Tarzhañ a ra ho klogor, ha klogor all zo da c'houde. Goude kaout klogor ha klogor, ez eo tro ar c'haledennoù, ha diwar ar mare-se, n'eus ket mui d'en em chalañ. Evit a sell ouzh ar feskennoù, un dra all. En e goazez e vez roeñvet. Ar c'hweziñ, ar glec'hiañ, an diouer a aer evit aveliñ, an diouer a zour evit en em walc'hiñ alies, a ra eus al lodenn-se eus ar c'horf ul lodenn wiridik-kenañ. An daouarn a bak e-pad pemzektez, ar feskennoù a ya gwashoc'h-gwashañ.
Diroll
a ra, peurlisañ, holl e vignoned hag e vignonezed da c'hoarzhin
ha Jo a zle displegañ dezho : Kakac'h
: un diskoulm nemetken. En ur sailh er c'hokpit. N'eus ket tu d'ober
er vag. Mod-se emañ an traoù. |