An dreizhadenn


 

D'an 25 a viz Genver 2000 ez aio kuit Jo ar Gwenn a-daol roeñv, e-unan ha hep skoazell, evit treizhañ Su ar meurvor Habask, eleze eus Zeland-Nevez betek ar C'hab Horn.

Disparti eus Wellington : 42° ledred su - 175° hedred reter
Degouezh hetet : Su Kab Horn : 57° ledred su - 67° hedred kornôg

Hed war-bouez nebeut : 4300 miltir, da lavaret eo 8000 km hep kammigellat.
An Hed bet graet a vo tostoc'h da 9000 km, a-dra sur, eget da 8000 km.

Adal deiziad an disparti e vo heuliet treizhadenn Jo gant

kartennoù ha dispenn ar vag war-bouez ur valizenn argos.
Luc'hskeudennoù bet kemeret gant Jo er mor.
Levr-bourzh div wezh ar sizhun ha displegadennoù enrollet Jo (furmad Real Audio).

O c'hortoz an deiziad-se, heuilhit aozadur hag emdroadur ar raktres en ur lenn "kemennadenn ar sizhun" pe en ur goumanantiñ d'ar roll skignañ amañ izeloc'h :

Bizskrivit ho postel